_ _    _ _____  ___   __                       
 __      _(_) | _(_)___ / ( _ ) / /_   ___ ___  _ __ ___  
 \ \ /\ / / | |/ / | |_ \ / _ \| '_ \ / __/ _ \| '_ ` _ \ 
  \ V  V /| |   <| |___) | (_) | (_) | (_| (_) | | | | | |
   \_/\_/ |_|_|\_\_|____/ \___/ \___(_)___\___/|_| |_| |_|

Aarhus

Aarhus

Aarhus pe Århus (distaget e daneg) zo ur gêr en arvor reter ledenez Jutland, e Danmark (etre 1948 ha 2011 e veze skrivet Århus). An eil kêr vrasañ eo e Danmark, goude Kopenhagen hag a-raok Odense. Poblet eo gant 242 914 a dud (e 2010), hag unan eus porzhioù brasañ Hanternoz Europa eo.

Betek 2007 e oa pennlec'h kontelezh Aarhus. E 951 e oa un eskopti en Aarhus, hag an iliz-veur, an hini vrasañ e Danmark, zo eus an XIIIvet kantved. E-touez an traoù a zedenn touristed da Aarhus emañ Den Gamle By ("Ar Gêr Gozh"), zo un doare mirdi gant tiez kozh. Savet e voe an Ti-Kêr e 1942 gant an tisavour brudet Arne Jacobsen.